Kendael ar Studierien Keltiek 2021 - Galv de gemer Perzh
Emañ Kevredigezh ar Studierien Keltiek eus Iwerzhon ha Breizh-Veur o vont da aozañ he naved kendael bloaz etre an 22l hag an 24vet a viz Here 2021. Abalamour d’ar gleñved-red COVID-19 ez omp e soñj aozañ peurvuiañ ar gendael el linenn, gant un nebeut prezegennoù o c’hoarvezañ e Skol-Veur Zulenn (University College Dublin, UCD). Emañ aozadur ar gendael e dalc’h an divizoù broadel, ha gellet a ra an traoù cheñch hervez ma’z aio ar jeu.

Degemer a raimp prezegennoù e brezhoneg, e saozneg pe e n’eus forzh pe yezh keltiek. Degemer a raimp prezegennoù digant studierien a zo c’hoazh er skol-veur pe studierien ha n’int ket kozh echu gant ho studioù. Degemer a raimp prezegennoù diwar-benn n’eus forzh peseurt danvez eus ar Studioù Keltiek, ha diwar-benn n’eus forzh peseurt danvez liammet diouzh yezhoù, tud, lennegezhioù, istorioù ha/pe sevenadurioù ar pobloù kelt a-gozh pe a-vremañ. Rankout a ra ho prezegenn padout etre 15-20 munutenn.

Ma fell deoc’h prezegenniñ e rankit kas un diverrañ eus ho prezegenn dindan 200 ger deomp a-raok ar Gwener 27vet a viz Eost 2021.

M’ho peus goulennoù e c’hellit skrivañ deomp da celticstudents.conference@gmail.com.
Sign in to Google to save your progress. Learn more
Anv *
Postel *
Skol-Veur / Ensavadur
Titl ho Prezegenn (Mard eo an titl en ur yezh keltiek, roit deomp un droidigezh anezhañ e saozneg ivez mar plij) *
E pe yezh e prezegennot? Fellout a ra deomp kinnig un droidigezh war-ar-prim d’ar re a gaozo en ur yezh keltiek. *
Lakait diverrañ ho prezegenn amañ mar plij (200 ger en e vrasañ): *
Ha kountant e vefec’h prezegenniñ el linenn? *
Ma viot o chom en Iwerzhon en amzer ar gendael, ha kountant e vefec’h dont da Skol-Veur Zulenn (UCD) da brezegenniñ war al leurenn, hervez ar pezh a vo aotreet gant ar gleñved? *
Ha kountant e vefec’h mard enrollfe ar Gevredigezh ho prezegenn e-pad ar gendael? Gellet a rafemp skignañ ur rann eus ho prezegenn pe ho prezegenn a-bezh el linenn da c’houde. *
Ur gerig diwar-benn lakaat hoc’h anv
Gellet a reot lakaat hoc’h anv da gemer perzh e kendael 2021 a-benn un nebeut mizioù.

M’ho poa lakaet hoc’h anv evit ar gendael a oa sañset c’hoarvezañ e Meurzh 2020, hag a oa bet daleet abalamour d’ar gleñved, ha m’ho poa paeet an €30 d’ar poent-se, e viot enrollet ez otomatek e Kendael 2021.

Ur gerig diwar-benn ar posterioù
Ma ne fell ket deoc’h prezegenniñ, met kentoc’h kinnig ur poster skolveurel deomp, e c’hellit skrivañ deomp gant celticstudents.conference@gmail.com. Spi hor beus diskouez posterioù e-pad ar gendael e Kreizenn ar Gendael (Conference Hub).
Miret a raimp ho titouroù personel da vezañ e darempred ganeoc’h diwar-benn ar gendael ha darvoudoù all ar Gevredigezh. Ne rannimp ket ho titouroù gant tud all, ha ne virimp ket ho titouroù e-pad muioc’h eget tri bloavezh. Gellet a rit lakaat an titouroù hor beus diwar-ho-penn da vezañ efaset en ur skrivañ deomp dre bostel. *
M’ho peus goulennoù all diwar-benn ar gendael e c’hellit skrivañ deomp.
Postel: celticstudents.conference@gmail.com
Twitter: @CelticStudents
Facebook: Association of Celtic Students of Ireland and Britain
Submit
Clear form
Never submit passwords through Google Forms.
This content is neither created nor endorsed by Google. Report Abuse - Terms of Service - Privacy Policy